Mezh d'ar re a zo e Penn-ar-Bed hag e lec'h all o deus votet al lezenn Duplomb.
Mezh d'ar re a zo e Penn-ar-Bed hag e lec'h all o deus votet al lezenn Duplomb.
Adlakaat ar pestisidoù, ar mega-basennoù, hag aesaat ar c’hontrolloù... Ul lezenn a servij d’an agro-embregerezh hag a zo noazus evit ar vevliesseurted, an douar, al labourerien-douar, ha yec’hed ar boblañs a-bezh.
Ur skandal penn-da-benn eo, ha kenderc'hel a raimp da stourm evit un dazont skedus.
Ouzhpenn 2 vilion a dud o deus sinet ar sinadeg a-enep al lezenn war ar poezon.
N'eus ket bet gwelet biskoazh. Ret eo deomp priziañ ar c'hevredigezh hag ar skoazell poblek, e-kreiz an hañv. Kement-se a ziskouez e fell d'ar boblañs bezañ gwarezet, gouzout a ra ar pezh a c'hoarvez, ha nac'h a ra gwelet hon douar ampoezonet ha ma kendalc'h ar c'hrign-bev d'en em ledañ.
Ret eo deomp sikour al labourerien-douar da dremen diouzh implij ar produioù kimiek a laka anezho da vezañ klañv, a zistruj ar vevliesseurted, hag a saotr hon douaroù hag hon stêrioù.
Ne zle ket Emmanuel Macron lakaat e pleustr al lezenn Duplomb-mañ. Ret eo d'ar parlamanterien eus ar c'hreiz, eus an tu dehou radikalizet hag eus an tu dehou pellañ en em gavout gant ar wirionez ha selaou ha kompren ar gounnar divent o deus savet er vro.
Speredomp e vo un elfenn a-stroll evit brudañ a-benn ar fin al labour-douar bevañ a zouj an douar hag an dud !