Ar manifest

Brest zo ur gêr ispisial. Lorc’h ha fiziañs enni hon eus. Evit kinnig ur vuhez gwelloc’h da dud Brest omp engouestlet e strollad Brest Asambles.

A gevret evit diazezañ ur gêr bevoc’h, unanet evit ober war dro an holl rummadoù, bodet evit buanaat an treuzkemmoù.

Brest, ur gêr vev

Asambles, e labouromp evit ur gêr lec’h m’en deus pep hini e blas ha ma c’hall en em ouestlañ, en em vleuniañ. Skignañ a reomp nerzh sevenadurel hag armerzhel hon bro. Diorren a reomp lec’hioù evit ma c’hallo tud Brest kejañ, krouiñ, divizout, lidañ. Kinnig a reomp mennozhioù nevez evit ur gêr bevoc’h, gant muioc’h a liv.

Brest, ur gêr sioul

Asambles e harpomp ar c’hengred evit kreñvaat al liammoù ha digreskiñ an digevatalderioù. Gwarantiñ a reomp ar surentez en ur gejañ evit kompren hag ober traoù.
Soñjal a reomp en ur gêr dereat evit ar familhoù, ar vugale hag ar re gozh.
Ur gêr degemerus a fell deomp e, lec'h m'eo aes kavout lojeiz.
Sevel a reomp raktresoù evit tud Brest, en un doare treuzwelus.

Brest, ur gêr glas

Asambles e labouromp war an treuzkemmoù evit ur gêr prest evit cheñchamantoù an hin.
Hor glad eo ar vorlenn : gwareziñ a reomp anezhi ha lakaat a reomp muioc’h a dud da vont warni.
Sevel a reomp ur gêr evit an holl remziadoù hag an holl monedoneoù.

Evit ur gêr bev ha sioulaet.
Evit un ti-kêr hag a ouestl hag a gar.
Evit ma c'hallo an avel nevez c'hwezhañ e kêr ar C'huzh-heol, deuit da Vrest asambles!