Embannet en deus Ifop ur sontadeg mennozhioù savet an hañv-mañ diwar-benn ar rannvroelouriezh e Frañs.
Dre ret, en un endro a skuizhder demokratel ha nac'hadenn politikerezh ar gouarnamant, e laka war wel un nac'hadenn greñv eus ar greizennouriezh, ur c'hoant da anavezout ar yezhoù rannvroel, hag ur santimant a berc'henniezh war an tiriad.
Diskouez a ra ar sontadeg-mañ ur vro o klask emrenerezh tiriadel hag identelezh rannvroel. E Breizh eo anat an dra-se !
Tennañ a ran dioutañ dreist-holl an disoc’hoù splann-tre a denn d’ar brezhoneg, d’he c’helenn, d’he gwelet, ha d’he statud ofisiel.
Ma vefe komprenet a-benn ar fin gant dilennidi e pep lec’h hag a bep seurt kredennoù ar gemennadenn hag ar pouez a zo da dreuzkas ha da wareziñ hor yezhoù…